Aristide Briand

Aristide Briand
Bez Aristide Briand

Aristide Briand (Naoned, 29 Meurzh 1862Pariz, 7 Meurzh 1932) a oa un alvokad hag ur politiker breizhat. Kannad eo bet el Loire hag el Liger-Atlantel etre 1902 ha 1932, c'hwec'h gwezh warn-ugent eo bet ministr en Trede Republik c'hall hag unnek gwezh eo aet da Brezidant Kuzul Republik Bro-C'hall.

Kentradour ha daneveller lezenn an disparti etre an Ilizoù hag ar Stad eo bet e 1905. Labouret en deus kalz ivez evit ma vefe plaenoc'h an darempredoù etre Frañs hag Alamagn. Aet eo Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1926, a-gevret gant Gustav Stresemann, ministr alaman an aferioù estren. Diwar e gentod hag hini ar sekretour a stad stadunanat eo bet sinet an Emglev Briand-Kellogg gant 63 bro e 1928, ar pal dilezel ar brezel evit kompezañ ar rendaeloù etrebroadel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search